Lavaret e veze gant he mamm-gozh ez a ar c'hanaouennoù da vezañ huanadoù pa int disoñjet. Neuze, evit kaout soñj eus int he deus graet Annie Ebrel un arvest.
Ha n'he doa dinac'het netra he mamm pa e oa bet gwelet Kan ar Huanadoù ganti pa e oa bet krouet e 2014 e Brest. «Mat eo –he doa lavaret d'he merc'h- Lavar a rez nemet ar wirionez!»
Ur wirionez hag a gaoz eus plac'h bihan ar C'hreiz Breizh he deus desket brezhoneg o kanañ kan ha diskan met ivez «kas pep hini d'e eñvorioù en-dro» e vez soñjet gant Annie Ebrel.
E-barzh he «c'hazetenn sonerezh privez» hag a oa bet skrivet evit enoriñ he re e ro ar ganerez plijadur «adkavout tammoù ar vugaleaj» d'an holl.
Ganet eo bet ar mennoz e 2005 e marv tad Annie Ebrel e lec'h bennak an douar Breizh tro-dro Lohuec e kanton Kallag. Eno he deus kresket ar plac'h bihan gant he zud-kozh peizanted. O kontañ marv e zad e lavar "Evit an holl ez vez un a-raok hag ur goude e-pad ar mareoù-mañ. C'hoant em boa kontañ an istor-mañ e lec'h en doa ur roll peurbouezus ha kontañ an istor-mañ hag a zo ma hini met ivez o hini e oa evidon ur bri brav da zougen d'ar re gant piv e oa bet roet kement din!"
C'hoariet ar sizhun tremenet e Opera Roazhon e tremen he arvest evel ur barzhoneg hir. A-benn-a-fin e vez kaozeet dreist-holl diwar-benn he div vamm-gozh gant Annie Ebrel; an hini hag he doa aozet an nozvezh kentañ e lec'h e oa bet kanet e public ganti, dirak an amezegoù, hag an hini hag he deus lakaet kanaouennoù gwechall da strinkañ eus foñs he memor bloavezhioù diwezatoc'h.
«Skrivet e oa bet un destenn diwar-benn ma zad gant Pierre Guillois (kenoberour ha lerenner an arvest) ha me –a lavar a ganerez- met un tamm re... from e oa.» Gwir eo n'eus ket gwelata ebet e-barzh an istor-mañ; d'ar c'hontrol eo gant kalz prudañs e vez kontet he memorioù bravaet gant ul leurennaozañ kempennet e genedelouriezh gant ar verc'h yaouank.
«Desket em eus ar c'han gant ar c'hlevet hag an drevezerezh»
Ma e vez kanet –ha kontet- hiriv he c'hrennoad en ur mesklañ-kaer galleg ha brezhoneg a ra Annie Ebrel perzh eus ar remziad he deus desket yezh he hendadoù diwezhat.
«Hiriv eo ur yezh a gomzan bemdez –a lavar- met a-benn-a-fin ne oa ket bet desket brezhoneg pa oamp bihan gant ma c'hoar ha me peogwir ne oa ket kustumet ken treuskas ar yezh-mañ war eeun.» An dud a ra perzh eus ar remziad da biv e oa bet displeget e oa gweloc'h komz galleg! Neuze memes ma e veze komzet e brezhoneg etrezo e veze komzet e galleg gant o merc'hed. "Tro-hon-dro e veze tremenet etre an div yezh en ur mod aes-tre gant an dud –he deus soñj Anni Ebrel- ha ni ar vugale hon eus kresket e-kreiz. Ne veze ket komzet brezhoneg ganin met kompren a raen. Goude e oa ret just ur striv spered bihan hag ur c'hoant bras evit lakaat ar gerioù anavezet dija da vont betek ar beg. Evidon ne oa ket bet re ziaes."
He skor kentañ e oa ar c'han ha goude e oa ar studioù el lise da gentañ hag er skol-veur d'an eil el lec'h he deus bet Annie Ebrel ur mestroniezh war ar brezhoneg. Komz brezhoneg eo «dihuniñ santimantoù kreñv ha soñjoù brav-kenañ» eviti.
Pinvidikaet gant an hengoun sevenadurel-mañ eo bet da zizoleiñ sonerezhioù ar bed. "Desket em eus ar c'han er memes mod eget ar re a gane a-raozon –a lavar Annie Ebrel- dre ar c'hlevet hag an drevezerezh. Emzeskad on. Kroget em eus gant ar c'han hengounel, ar sonennoù ha goude eo deuet amzer an emgavioù hag o deus kaset ac'hanon e lec'hioù bennak all met ivez en ul live sonerezh all hag o deus digoret dremmwelioù nevez din."
«Bezañ eoriet benn-da-benn ha ket kaout aon rak ar pezh a zo disheñvel»
Abaoe tregont vloaz e vez desket ganti levezonoù disheñvel hag a vez adkavet e-barzh ar sonerezh a eil «Kan ar huanadoù». Pell eus ar bombard e vez dañset ar c'havotenn war leurenn ganti war lusk ar c'hitar hag ar zarb, e mod-se e ro soñj en-dro e veze kanet a-cappella e Kreiz Breizh gwechall.
Ma e ra grizioù he istor e Breizh eo sur Annie Ebrel e c'hall en em ezporzhiañ mat-tre. Gwir eo e oa bet kanet e Pariz ganti. «D'am soñj e kas pep hini d'e eñvorioù en-dro, reiñ a ra soñj e tammoù o pugaleaj dezho pa e veze bet da welet o tud-kozh ganto -a lavar- N'eus ket pell e oa bet lavaret din gant ur gendirvez din: «ar pezh a gontez amañ eo bet bevet en ur mod all ganin».
«Labourioù an douar, eñvorioù ar sentadennoù, ar blazioù eo istor ur bern tud eus ar maez. An argezh eo ar memes n'eus forzh ma omp eus Breizh, Euskadi pe Norzh Afrika!»
A-benn-a-fin eo un istor treuzkas a gaoz d'an holl. Hag eo nemet goude bezañ pellaet diouzh he douar genidiz e oa bet Annie Ebrel kat da skrivañ. «Bezañ kat da vont en ul lec'h bennak all eo bet peurbouezus evit digeriñ stern ar possubl -a breder bremañ- evit bezañ eoriet penn-da-benn, gouzout eus pelec'h omp hag er memes amzer ket kaout aon rak ar pezh a zo disheñvel!»
Traduction Manon Langlois
Evit mont pelloc'h:
Evit gouzout muioc'h diwar-benn kan ha diskan he klevet mouezh Annie Ebrel met iver klevet anezhi kontañ e istor: video an abadenn «Tud Breizh» a zo bet sevenet e 2005 gant Matthieu Marin war lec'hienn ofisiel Annie Ebrel.
Evit gwelet Kan ar Huanadoù war leurenn e Breizh, emgav d'ar 7 a viz Du 2015 e Montroulez.Ur vec'h a oar eus pelec'h eo
Lire l'article en français : Une femme qui sait d'où elle vient